Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/51

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
51
BIZOU AR GORRIGAN

Ha mab ar roue da Lell :

« Deuet out ganin amañ hag eürus out, a gredan. »

« Ya ’vat, aotrou priñs. »

« Ha koulskoude, Lell, me a oar ne dout nemet eur gaouiad hag emañ da vreur o kaout poan marteze, siouaz ! Met me a fell d’in ez afes da c’houlenn pardon digantañ. »

« Gwir a livirit, aotrou priñs, met keuz am eus da veza graet ar pez am eus graet. »

« Mat eo. Memes tra, kae da gavout da vreur. Em c’hambr emañ ha da-unan e vezi gantañ. »

Lell a ya, o klask en e benn penaos kas e vreur da welout ar bed-all. Met ne gred ket beza muntrer e kambr mab ar roue. « Pa gavin anezañ e lec’h-all, » emezañ, « me a roio eur stal nevez d’ezañ. »

E keit-se, Baskig a zo aet d’e gambr, ha gant e vizou war biz e galon, e teu d’ezañ an doare en devez pa vez er gêr.

Lell, pa zeu, a zo soubl e gein. Lavarout a ra e vreur d’ezañ :

« Galloud bras am eus amañ. Mab ar roue ha me a zo ar memes hini. Met pardoni a ran d‘it da gasoni ouzin. Disoñjomp eun dra ker poanius-all, ha bezomp gwir vreudeur gant karantez leiz hor c’halon. »

« Ya, Baskig, ha da drugarekaat a ran. »

Hag e pokont an eil d’egile.

Met, kerkent er maez, e ro Lell da c’houzout e lavare gevier e c’henou d’e galon adarre. En eur skei war eur c’hi dizrouk e kunuc’he : « Ma vijes-te bet va breur Baskig e oas krouget ! »

Mantret eo Baskig. Kavout a ra eun digarez bennak hag ez a d’ar gêr da gonta d’e vamm penaos emañ kont gant e vreur. Glac’haret eo houmañ ivez, ha lavarout a ra da Vaskig kaout truez ouz Lell.

« Hag em eus ivez leiz va c’halonig. » emezañ.

Hag heñ da vont en-dro d’e balez.

Eur brezel a voe diskleriet neuze d’ar roue gant eur roue-all. Baskig, mab ar roue, a gasas ar soudarded d’an emgann, ha gounit a eure e pep tachenn. Perak ? gant e vizou ne veze ket gwelet, hag e kleve petra a venne a enebour ober. E-giz-se ne voe ket diaes d’ezañ rei bazad d’egile hag an trec’h a chomas gantañ.

Pa voe distroet gant enor, e penn e arme, ar roue a fellas