Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/55

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ




Laou ha Per


Gwelloc'h eget aour ha gened :
Eur spered aes da bep pried.


— I —


Gwechall e oa daou diegez e Toull-ar-C’hefeleg, etre Pleiben ha Kastellin.

E unan anezo e veve Laou, lesanvet « Ar C’hoad » abalamour ma edo e di er c’hoad a oa bras d’an ampoent.

Bez’ en devoa Laou eur wreg eus ar re wella, ha gouzout a rae pegement e talveze eun teñzor ken dispar. Fant ne oa ket eur vaouez eus ar re goanta, hogen

Eur wreg fur hag hi divalo
A zo dreist ar gaera gwreg a zo.

Rak-se, an daou bried a dremene o buhez peoc’h etrezo ha dilogod o zi. Dinec’h e oant diwarbenn madou ar bed kerkoulz ha diwarbenn o oad a gerze, a zoug e gamm, ker goustadik hag ar ster vihan e-touez bleuñv ar prad.

Morse ne veze dizunvaniez etrezo. Pa gave da Laou e veze mad ober an dra-mañ-tra, e wreg a lavare eveltañ. Ha soñjezonou Fant a blije ivez da Laou.

A hend-all, aes-tre e tougent o samm : an tiegez a oa d’ezo, diou vuoc’h vat a oa er c’hraou, hag eur c’hant skoed bennak en eul loer goz en armel. Ne vanke netra d’ezo, ha mont a c’hellent da goz hep aon rak an dienez.

Eun dra hepken a rae poan d'ezo : an nao bugel o devoa bet a oa bet sammet abret gant an Ankou. Ne glemment ket