da dremen gant eur pez pemoc’h lart-toaz a skub an hent gant e gof.
« Gwelloc’h eo, » eme Laou, « eun tach a c’heller ober eun dra bennak gantañ eget eur berlezenn n’eo mat da netra. »
Ha Yann, lorc’h ennañ, a zo roet eur marc’h d’ezañ evit e bemoc’h, respet d’eoc’h.
Laou avat n’eo tamm gwelloc’h. Al loenig koant (ar pemoc’h) a zo skuiz, ha ne fell ket d’ezañ finval eur meutad ken, mar plij ! Ne rafe ket hag e vefe lakaet eur varazad mez dirak e fri minoc’hellet ?
Darbet eo da Laou mont er-maez anezañ e-unan. Hopal a ra war al loen paour a zo muzik brao gantañ. Sacha a ra Laou war e ziskouarn, bunta war e benn-adreñv, skei gantañ zoken, ar paour-kaez ! Labour aner eo, rak an aotrou a dou en e c’hiz, e kouezo kentoc’h an neñv war an douar eget ne ray heñ eur gammed.
En em chala a ra an tieg. N’eo ket hep gwir, neketa ?
« Va marc’h, da vihana, ne oa ket maro !… »
Met setu Reunan ar Flaouit gant e suterez. Ar pemoc’h a ra eun abadenn-dañs hep mont pelloc’h avat. Gant Reunan ez eus eur c’havr. Ar c’havr-se a vale avat, lammat, mont ha dont, e-giz eur wir c’havr a zo anezi, ken a c’hoarz Laou o sellout outi.
« Va gavr a blij d’eoc’h, Laou ? » eme Reunan.
« Ya ’vat. Lart eo, skañv eo, n’eo ket e-giz an tamm tra fall-mañ na da ket founnusoc’h eget eur velc’houedenn. »
Ha roet ar pemoc’h evit ar c’havr. Eur c’hard-eur ez a mat an traou en-dro. Met, pa vezer aet war an oad, e teuer abret da skuiza o vont en andoufiou, o vrellat da dreuzi an hent e-giz eun den mezo-dall, o pignat war ar c’hleuziou da douza an drez, hag oc’h ober e-giz-se diou ha teir gwech an hent.
Rak-se, Laou ne varc’hata tamm da rei e c’havr evit eun danvadez, pa gav Loeiz ar Meser, gant e vandenn, e pradou an Dreverz.
« Al loenig-mañ a vez peoc’h gantañ. » emezañ, « ha ne rav poan na d’in na d’am hini goz. »
Gwir a lavare. Petra didrousoc’h eget eur mennig ?
N’eo ket pennfoll an danvadez, ne dourt ket (ar meot hepken a oar tourtal) ; hogen « meat » a ra, ha meat forz. Ne c’houlenn ket beza dispartiet diouz he c’hoarezed ha krial (gouela) a ra ouz ho c’huitaat, Laou gaez a sach warnezi,