lakaat va bizied koz da gas an nadoz en-dro. Aesoc’h eo, ha ken dizispign tostik, prena mezer ha gloan da gas da Soaz ar Gemenerez, e-giz m’am eus graet evit ar wech bete-vremañ N’eo ket evit lavarout e tilezin va c’hegel evit-se. O ! nann, re e plij d’in, ha va gwerzid ivez, da lezel anezo dilabour. Hag e-giz-se ivez, c’houi a vezo kuit da douza an dañvadez. »
« C’houi a zo re vat, Fant. »
« O ! evit eun den eveldoc’h, ha ne ra nemet ober plijadur d’e wreg, ne vezer morse re-vat. Gwelout a rit, ha n’eo ket eur gway hoc’h eus e lec’h an dañvadez ? eur gway lart ? Setu ar pez a c’hortozen, pellik amzer a zo, pleuñv am boa c’hoant da gaout evit hor pennwele, hag eur c’hrapad a zo emañ em fenn dibri eur gway, eun deiz bennak, gant va mignonezed. »
« Dao e vezo d’eoc’h gedal eun tammig c’hoaz, eur c’hog ruz am eus bet evit ar penn-gwazi. »
« Feiz, evit doare oc’h furoc’h egedoun-me. Eur c’hog ! brava loen ! Gwelloc’h eo eget eun horolaj a ranker sevel e boueziou d’ezañ eur wech bep sizun. Eur c’hog ! setu a gan bep mintin da deir eur, pa ne ra ket abretoc’h zoken, da lavarout d’eomp e vez poent dont er-maez da bedi an Aotrou Doue ha da labourat. Eur c’hog ! setu a laka ar vatez da sevel d’ober boued d’ar mevel. Eur c’hog ! eur c’hog ruz dreist-holl ! setu a zo gwelloc’h eget eur c’hi da ziwall an ti. Eur c’hog ruz ! setu a laka dall n’eus forz pe seurt laer… Ho trugarekaat kant gwech !… Petra hor bije graet gant eur gway ? N’oun ket keginerez tamm ebet hag, evit ar pennwele, an Aotrou Doue en deus hadet keoni e-tal ar ster, keoni boukoc’h kalz eget ar pleuñv… Ar c’hog d’e glud ma kano warc’hoaz vintin. »
« Ma kan, ne gano ket amañ. En Ti-Ruz e welen a-walc’h e oa dimezet em c’hof ilboed da sec’hed. Ha dao eo bet d’in gwerza ar c’hog pe maro e vijen gant an naon, pell diouzoc’h, va Fant gaez, war an hent bras. »
« Doue da vezo meulet pa ’z oc’h digouezet er gêr hep droug ebet. Petra hor bije graet gant eur c’hog ? Livirit d’in ? Me a gav d’in n’en deus den da zont da c’hourc’hemenn d’eomp pe da vare sevel. Ni a zo hor mestr hon-unan. Mat hoc’h eus graet. Stagit bremañ ouz taol, rak skuiz oc’h emichañs ? »
« O ! n’oun ket : me a zo yac’h-pesk c’hoaz. »