Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/65

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
65
LAOU HA PER


Gant kolo hag amzer
E veüra ar mesper.

N’en dije gellet den beva gantañ. Met Doue, en e vadelez dispar, en devoa roet d’ezañ eur wreg hag a dalveze kement hag heñ pe dost. Penn digabestr e oa, grignous, stagellet pa ne gomze ket Per, ha dour en he meilh adal ma tigore he gwaz e c’henou.

Eun teñzor e voe d’ezañ, sur mat.

Pinvidik e oant o-daou. Per en devoa eun tiegez bras ; hi — Mari-Louiz — a oa pemp mezerenn ouz he brec’h da seiz he eured : da lavarout eo he devoa pemp mil lur da gaout evit he argourou. Met Per a lonke e beadra ha Mari-Louiz a lakae traou kaer — ha ker — en dro d’ezi… ha n’eo ket diaes gouzout petra a oa da c’hoarvezout.

Met n’eo ket eno emañ va stal bremañ.

Eun devez, ma oa bet Per war-dro ar foenn, e teuas d’ar gêr droug en e gorf, muioc’h eget biskoaz. O c’houlenn e lein ha na oa ket aozet c’hoaz, e toue war ar merc’hed, e taole e valloz warno hag e tanfoeltre anezo da gement diaoul a zo.

« Diegusa tra a zo war an douar », emezañ, « eo eur plac’h ! Gwelloc’h eo eur velc’houedenn !… »

(Ne blije ket nemeur ar merc’hed da Ber, evit doare ; dre eurvad, plac’hed, ar baotred a zo nebeut anezo eveltañ.)

« Malloz ! malloz ! malloz ruz !!! »

« Jezuz Maria Kredo ! » eme Vari-Louiz, « c’houi a lavar brao, aotrou flammik. Ha troka a rit-hu micher ganin ? »

« A rin ! »

« Warc’hoaz eta, me a yelo da leda foenn. »

« Troc’ha a vezo da ober er prad bihan. »

« N’eus forz, mont a rin. C’houi a raio traou an ti, hag e vezo gwelet piou a zeuio an dro evit ar gwella gantañ. »

« Mat ! Graet ar marc’had ! Dao eo d’eoc’h deski dre skiant-prena (ha prenet mat !) ar pez a c’houzañv eun den kaez. Hag e ouezot e-giz-se penaos beza en amzer da zont. Ezomm ho poa eur gentel pell-bras a zo. »

« Ha c’houi eta !… »

Antronoz, mintin mat, pa c’houlaou an deiz, setu Mari-Louiz en hent, eur rastell war he skoaz, eur falz war he brec’h. « Eur falz evit ar foenn ? » emezoc’h-c’houi. « Hep ! paour-kaez Yann, koll a rez da benn. » O ! nann da ! Paotred, ne ran ket ! Da genta n’emañ ket ganin da goll ! Ha goude,