petra ’faot d’eoc’h ? ne oa ket ganet ar falc’h c’hoaz… ha rak-se… roit peoc’h ! Hag eur c’horn dindan he c’hazel. Ha laouen eo he c’halon o welout an heol o tibikouza e lagad, hag ar gliz o steredenni war ar bleuñv. Hag hi da gana ken drant ha labous-an-aer pa ’z a da c’houlenn digor digant Sant Per, o toui d’ezañ ne bec’ho morse ken, morse…
Per avat a zo badaouet e benn o veza ma ’z eo chomet en ti da lakaat an traou dilastez. Ne oar ket re dre be benn mont d’ezo. Ne fell ket d’ezañ koll gant e wreg koulskoude, na kalz na nebeut. « Kentoc’h mervel ! » emezañ.
Ha ribota a ra kerkoulz ha ma n’en dije graet netra-all morse en e vuhez,
A vez gounezet o c’houezi.
eme eul lavar koz. Gwir eo, netra gwiroc’h. Met pa vezer nevez war eur vicher e tiver buan an dour. Kras eo javed Per, hag, o veza ma n’eo ket boazet da chom er stad-se, ez a d’ar c’hao da denna eur banne sistr bennak, na petra ’ta ? N’eus barriken doullet ebet. Re c’houllo ne lavaran ket. Kerc’hat eun duellenn n’eo ket pell d’ober hag emañ an duellenn o vont e-barz ar varrikenn (ar bont a zo aet), pa glev Per soroc’h a-us d’e benn.
« Kollet va amann ! siouaz d’in ! Traou Doue ! c’houi a ya da welout ! »
Ha war-laez pevar ha pevar gant an diri, an duellenn en e zorn.
Petra ’gav ? Ar ribot pilet hag al loen divalo o torimellat en eur morad laez. Pe seurt stlabodenn, va Doue ! Furoc’h eget Per en dije kollet e benn.
Heñ avat a sailh war al loen kaez a dec’h oc’h oc’hal. Siouaz d’ezañ, rak e vestr a zistag gantañ eun taol ker kreñv, gant an duellenn war e ividig, ma ’z eo lazet mik hep daou daol ; hag ec’h astenn e bevar droad, peoc’h gantañ, e c’hellit kredi.
O tenna er-maez, ar benveg leun a wad, e teu da soñj da Ber eo distank ar varrikenn hag emañ ar sistr o redek emichañs. Hag heñ d’ar c’hao, en eur stampad. Dre chañs, ne ver ken ar fust : gwir eo na chom banne ebet ken ennañ…
Dao eo ober al labour en-dro ma ’z eus c’hoant da gaout amann, ha Per da ribota adarre pa wel e chom dienn a-walc’h c’hoaz.