ar Vriz da vrevi he fevar ezel. Staga a ra eur gorden ouz he c’herniel ha, dre doull ar siminal, e daol ar penn-all en ti.
Kerkent ha ma tigouez eno e stard anezi en dro d’e c’har gamm lakaet gantañ d’ober strapenn.
« Er mod-se, n’em eus tamm aon ebet da gaout, » emezañ. « Ma finv ar Vriz, me a ouezo dioustu, ha ne vezin ket pell oc’h ober d’ezi furaat. »
Ha lezel a ra ar vuoc’h sioul da astenn he zeod war ar geot. Hi ne c’houlenn ket gwell.
Lein bremañ.
Karga a ra Per ar pod-houarn : eur pez kig sall, eun tamm kig bevin, eun tamm kig saeson, irvin, kaol, karotez, ougnon, pour, ha dour war an traou-se holl. N’eo ket
Dour, holen, baraig.
eo houmañ ! Bleñchou ha skolpou dindan ar pod, eur geuneudenn bennak ivez : ha gant an direnn hag an tont e c’houez an tan.
Ken… poudoudoum ! Per a zo savet e gilhou d’an nec’h e benn en traon, hag heñ war an hent da veg ar siminal. Betek pelec’h ez ay ? Ne oar den. Nemet e tigouez gantañ ar varenn houarn a zo da lakaat an anduilh da vogedi, hag e chom loc’het en-istribilh… Petra ’zo c’hoarvezet ? Ar vuoc’h a zo risklet diwar an doenn hag, o veza ma ’z eo stag he nask ouz gar Per, e sach warnañ ken eo darbet d’ezañ beza diskalfet, ar paour-kaez !
O-daou avat, ar vuoc’h ha Per, a laosk huanadou, a gri o bueziou, gant bep a vouez gouest da lakaat ar vein zoken da deneraat.
Na brao eo o stal ! Ha ne vije ket bet gwelloc’h da Ber
A be du e teuje barrad ?
Dre chañs, ar wreg-tiegez ne chom ket pelloc’h da c’hortoz he fred eget ma chome he gwaz. Pa ’z eo sonet an hanter-munud goude unnek eur, mare lein, o welout ne zeu ket ar boued, setu hi d’an daoulamm ruz d’an ti, e-giz eun ounner o vreskenn.
Pa wel ar Vriz krouget ouz beg ar siminal, Mari-Louiz a denn he falz hag a droc’h an nask. Eur vras a levenez eo d’al loen kaez beza adarre war al leur-di a blij d’ezi dreist pep hini, leur an ti a zo ar volz glas e doenn, hag an heol e c’houlou.