Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/75

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
75
yeunig spradiz

Adalek an deiz glac’harus-se, e welis n’em boa ken ar memes mab. Diagent, e vouskane en hentou doun, o tastum eur bod brug bennak da lakaat ouz boulouzenn e dog, ha kaozeal a rae koant ha seder ouz e dad koz.

Allas ! echu e oa d’in gant an amzer vat-se ! Her gouzout a ris buan pa veze du dalc’hmat penn Yeunig ha pa ne veze ken na komz na netra gantañ.

Ha pa veze ret kana, nag a vec’h d’in gantañ, heñ hag a oa e lesano Pintig an Tad koz ! Va fennbaz, siouaz ! a ranke beza va zeod alies ! Ha me a lavar d’eoc’h, pep taol a skoen warnezañ a veze eun taol koñtell d’in va-unan e-kreiz va c’halon ! Kana a rae neuze, met penaos ! Gwerc’hez Vari ! Ne grede ken ar pez a lavare. Mouzet e oa ouz ar Mabig Jezuz !

Ha ne veze gwenneg ebet ken ! ha ne veze tamm ebet ken !

Eun devez edomp e Santez-Anna-Wened, ha Yeunig a zrailhas e soniou e lec’h o c’hana. Goude beza kavet lojeiz en eur c’hraou a c’hoarie ar peder avel ennañ, e-giz e kraou Bethleem, me a c’hourdrouzas (skandalas) Yeunig goustadik ha tenerik, met heñ avat a lavaxas rok d’in :

« A-walc'h e-giz-se ! a-walc'h gant an tamm buhez treñk-mañ ! Me a ya va-unan-penn da c’haloupat bro e-giz ma plijo ganin ! Evidoc’h-c’houi, diod a zo ac’hanoc’h grit e-giz ma karot ! »

Neuze, bugale geiz, e savas droug ennoun, ha me teurel va malloz warnañ.

Hag e klevan adarre ar glasc’hoarz am boa klevet e-tal Kemper, soñj hoc’h eus.

Yeunig a dec’has, uhel e benn gantañ, hag o lavarout na rae foueltre kaer ebet gant va malloz ! Ha me, me a ouele ken a zeve va diouchot !

Antronoz, va-unan, e voe ret d’in kerzout, hag en desped d’in e troen va fenn alies hag alies da welout hag heñ ne zeue ket Yeunig war va lerc’h. Allas ! ne zeue ket ! hag abaoe emaoun va-unan war an douar !…

« Met, tad koz, » eme Ber Gerdiktak, « ha ne ouzoc’h ket da belec’h e oa aet Yeunig ha petra eo deuet da veza ? »

« O ! va bugale baour, ha ret e vezo d’in lavarout ar pez eo deuet da veza, ar paour-kaez a zo anezañ ? O ! va Doue, ha lavarout a rin ? » emezañ o sellout ouz ar groaz a oa a-us d’an oaled.