Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/78

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
78
konchennou

« E feiz, penaos e ouezin-me hoc’h ano d’eoc’h ? ne gav ket d’in beza gwelet ac’hanoc’h morse ? »

« Pell ’zo, gwir eo, n’oun ket bet er vro. »

Hag an den yaouank a grogas da leñva. Goude beza gouelet eur pennadig e lavaras :

« Lan, ha ne gasfec’h ket ac’hanoun er-maez ma lavaran d’eoc’h piou oun ? »

« Va zi a zo digor da bep kristen. »

« Dre c’hras an Aotrou Doue, kristen oun deuet da veza en-dro. Me eo Yeunig Spradiz. »

« A ! » emezomp holl.

« Gouzout a rit marteze, tud vat, em eus-me nac’het va zad koz, Yeun ar Gerzu, Doue d’e ziwallo ! Nac’het em eus anezañ hag hen lezet e-unan, heñ ker koz ! Me am eus e zilezet, me hag a dlee beza skoazell e gozni ! Ho pezit truez ouzin ! tud vat ! Pedit Doue evidoun ma plijo gant va zad koz tenna diwar va fenn ar valloz en deus taolet warnoun ! »

« Paour-kaez Yeunig ! » eme Lan.

« Allas ! ya ! Lan, paour-kaez Yeun ! N’oun ken nemet naontek vloaz c’hoaz, ha roufennou a zo war va zal ! Ma oufec’h ar pez am eus-me graet, ho pefe doñjer (heug) ac’hanoun. Eur vuhez fall-fall am eus renet abaoe ma ’z eo kuitaet va zad koz ganin ! K1añv e chomis da heul kement am boa graet ! Hag e voen kaset d’an ospital. Dre c’hras Doue, seurezed santel o oa eno. Ar wech kenta ma teuas unan da gaozeal ouzin, me a grañchas outi ! Hi avat a sec’has sioul he dremm hag a gendalc’has da gomz flour ouzin ! Da genta ne ris van ouz he c’hlevout, met hi ne golle ket kalon evit-se. Digas a reas soñj d’in eus ar gêr, eus va zad ha va mamm, Doue d’o fardono ! Ha me lavarout d’ezi e oan eus Breiz-Izel. E lec’h tama1l d’in beza dizenoret va bro, e tigasas eur beleg d’am c’havout. « A bas la calotte, » emezoun kerkent ha ma welan e soutanenn. Heñ avat ne ra ket a stad ouz va c’homz a vrezel a-enep d’ezañ. Hag e c’houlenn ouzin e yez va bro.

« Ha disoñjet ac’h eus da vrezoneg ? »

« O ! tra ! ’vat, » emezoun raktal.

« Hag e komz d’in eus ar gêr, eus an aotrou person en deus va lakaet da ober va faskou.

« Ret e voe d’in anzav em boa ankounac’haet kement-se pell a oa.