Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/86

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86
konchennou

hag int reuz ganto avat da veza bet dihunet, bec’h d’ezo beza aet da gousket.

Strafuilhet-holl, e c’hellit kredi, Laou a ya kuit. Mar deo kornandoned al laboused-se !…

Met petra a lavaro Annaig ma teu Laou d’ar gêr hep digas netra gantañ ? Ar soñj-se a ra d’ezañ chom eno. Hag ez a, e galon o lammat d’an daoulamm ruz, hag ez a larkoc’h eun tammig hag eun tammig-all c’hoaz. Peoc’h a zo bremañ gant pep tra. Laou, war eur pondalez, a gendalc’h da vont pelloc’h. Er penn-all, setu eun diri (skalier, biñs). Ha Laou diskenn gantañ. Hag eur pondalez hag eun diri, hag eur pondalez hag eun diri-all.

Ha diskenn a ray d’an ifern ?

Hag eur pondalez-all adarre ; hemañ n’eus diri ebet er penn pella d’ezañ. Na teñval eo eno ! Ha Laou a glask gant e zaouarn. Eur roc’hell a zo dirazañ. Penaos mont larkoc’h ?

Hag eun trouz dudius a zeu betek e ziskouarn. Lavaret e vefe trouz flour peziou arc’hant hag aour o tañsal eun abadenn, kemmesket hag a-zaouiou, war ar vein-duf… Kreski a ra ar jabadao : eur c’harrad aour d’an nebeuta a ziskarger en eur veol staen.

Laou a zo seder o selaou, hep tenna e alan. War-bouez diou gammed dioutañ emeur o palat aour. War-hed daou baz dioutañ e red eur ster aour, lirzin he hiboud. E benn o voudinellat, an derzienn gantañ, setu heñ da glask paka aour ; met, kaer en deus, ne gav dindan e zaouarn nemet begou lemm ar roc’h ma ’z eo spinac’het e vizied ganto. Dor ebet, digor ebet. Ha distrei a ray ac’hano ker paour ha ma ’z eo aet di ?

« A ! traou Katell goz, » emezañ.

Hag e laka e vizou en e zorn hag e c’houlaouenn war elum, hag e alc’houez war ar roc’h, hag e lavar :

« Digor da zigor. »

Hag ar roc’h a ra kerkent eun hanter-dro warni he unan, ha Laou a zo dallet gant ar sklerijenn a bar neuze warnañ. Dre ar frailh ez a war a-raok hag e chom harpet, alvaonet, laouen, badaouet.

E-tal eur sal vras kaer-kaer emañ. Ne gred ket mont hiroc’h. Piou a zo o chom eno ?

Eur maread tud du-mouar, treid gavr d’ezo, a gerz dre ar palez-se. Ar roue a zo azezet war e dron. O niveri e deñzoriou emañ. Mat eo bet ar bloavez, ha seder eo. Ar gornan-