Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/93

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
93
bertele

Rak-se, ne veze graet tamm netra e Lokeored hep Bertele. Kana a rae d’ar badeziantou, d’an eureujou, d’an interramantou, d’an oferennou ; embann a rae traou ar gouarnamant hag e rae ivez gwerz ar sant er vered ; toullou ar re varo a veze graet gantañ hag o lakaat a rae enno. Son a rae ar c’hleier hag e tinte hag e vralle anezo, lakaat a rae bole enno hag e save poueziou an horolaj, ar pez a gave an enorusa evitañ. Ha ne oa ket hep gwir rak daoust ha n’eo ket heñ eo a verke da bep hini, e-giz-se, ar mare da ober pep tra ?

Dao eo d’in lavarout d’eoc’h ivez e ouie Bertele labourat mat-tre an douar, ha lakaat a rae kaol, irvin hag avalou-douar e-touez an ed :

« Perak koll douar ? » emezañ, « Ar pez na gavo ket mat ar gwiniz a yelo gant an traou all. »

O vont euz e bark, eun devez, edo e bal gantañ war e skoaz hag en e zorn eur gordenig, hag ouz penn ar gordenig eur c’havr, Bouchig e ano, kerniel sounn d’ezi ha reun flour hag hir. Hag hi seder war he divesker moan ha mistr ha war he zreid na stokent ket ouz an douar, koulz lavarout. Prenet en devoa Bertele ar c’havr-se evit meur a abeg, met dreist-holl evit divega ar c’haol tener.

Da vare an añjeluz edod, eun tammig en tu-all zoken, pa voe Bertele dirak an iliz. Hag heñ da son an añjeluz e-ser « drailha eun hanter pater ».

O vont da baka e bal en dro edo, pa welas poueziou an horolaj diskennet izelik. Hag eur soñj d’e spered. « Ha ma’z afen d’o sevel ? »

Lezel a ra e bal harp ouz ar voger, staga a ra Bouchig, ha yao en tour. Ar pouez kenta a zo diaesoc’h eget boaz da sevel : glao a zo bet, hag, emichañs, ar gorden a zo distrempet. Egile avat a zo skañv.

Graet e labour gantañ, e tiskenn Bertele en eur vouskana. Seder eo an tamm anezañ da veza kaset eun devez-all en e dro, ha da vont da welout hag aozet eo koan gant Godig, ar fura gwreg a voe morse dindan bolz an neñvou, ar vaouez ar wella da arboella an traou.

Digouezet en traon, e kav Bertele e bal. Met ar c’havr ? Gavr ebet ken ! Klask a ra a bep tu d’ezañ, trei ha distrei a ra, amañ, aze, du-mañ, du-ze, du-hont, e diabarz an iliz, en diavaez. Gavr ebet ! gavr ebet !

Hag e klemm hag e krog da c’hervel :