Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/94

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
94
konchennou

« Va gavr ! va gavr ! pelec’h emañ va gavr ? N’hoc’h eus ket kavet va gavr ?… Bouchig ! d’ar gêr !… D’ar gêr va Bouchig ker ! d’ar gêr !… »

Gant Bouchig n’eus grik ebet.

« Hag aet e vije va gavr gant al laer ? Gant piou eo aet ? Piou eo aet va Bouchig gantañ ?… Distaga he nask he deus graet kredabl ; mall a oa warnezi da vont da gavout Godig… Bouchig d’ar gêr !… D’ar gêr ! va Bouchig ! d’ar gêr !… Ne c’hell beza nemet eul lampon, eun arsouilh e-giz Paohir hag a vije aet va gavr gantañ !…

Paohir ha Bertele ne oant ket mignoned, abalamour, just a-walc’h, ma oa hir ano unan, ha ber ano egile.

Ha Bertele er-maez eus ar vered, kollet e spered gantañ, ar paour-kaez ! Ha, dre vourc’h Lokeored, e c’houlenn, e c’halv, e hop e-giz eun den peursot :

« Bouchig d’ar gêr !… Piou en deus gwelet va Bouchig, va gavr ?… Bouchig ! Bouchig ! toeik ! toeik !… Bouchig ! d’ar gêr !… tie ! tie ! Bouchig ! »

Bertele gaez ! n’eo ket bet gwelet da Vouchig gant den ebet, na gant Paohir zoken.

« Bouchig ! Bouchig ! »

« Petra a zo ganeoc’h, Bertele ger ? » a lavar Godig strafuilhet.

« Bouchig, amañ emañ-hi ? »

« N’emañ-hi ket ! aet e oa ganeoc’h d’ar park. »

« Kenavo va gavr kaez ! kenavo !… Eur feunteun laez ganti !… O ! Paohir ! anduilhenn daonet ! laeret eo va gavr gantañ ! »

« Penaos ? Petra ? Bertele ger ! »

Hag heñ lavarout d’e wreg ar pez a zo bet c’hoarvezet, penaos eo bet graet an taol judaz-se d’ezañ, penaos edo o tremen, edo an añjeluz, edo an horolaj, en devoa staget e c’havr er mod-mañ, er mod-se, er mod-all, hag e-giz-mañ hag e-giz-hont, n’ouzon dare petra.

« Va Doue ! va Doue ! petra d’ober ? » a lavar Godig, daelou druz en he daoulagad. « Va Doue ! va Doue ! eur c’havr hag a dalveze he fouez a aour ! eur c’havr a garen-me kement-all ! kement arc’hant ec’h arboelle d’eomp ! he laez ! he amann !… Sellit ! Bertele ! grit kofig moan ! yunit diwar zour ha patatez ! c’houezit, it, sonit ! kanit ! sebeliit ! savit e boueziou d’an horolaj !… Dao e vezo d’eomp arboella hag arboella c’hoaz da gaout unan-all ! Va Doue ! va Doue !… »