Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/97

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
97
bertele

abaoe an darvoud euzus ! Ha setu ma tosta pardon Lokeored. Teir sizun c’hoaz, ha setu eur pardon bras.

E Lokeored n’eo ket paour an dud, evit doare. Eur sant nevez a zo bet prenet e lec’h ar sant koz na chome anezañ ken nemet tammou koad toull-didoull.

Bertele, me a gav d’in, eo an hini a zo ar muia a vall gantañ o c’hortoz ar pardon rak, da geñver an deiz-se, kloc’her Lokeored a ra eur gest evitañ e-unan, en iliz, mar plij. Ha, peogwir ez eus eur sant nevez, e vezo madelezus an dud gant ar fouge a vezo enno, emichañs.

Skrivet en deus an aotrou person da Bariz da gaout ar sant nevez, ha bet en deus lizer da lavarout d’ezañ e tigouezo d’ar yaou a-raok ar pardon. Netra welloc’h, hep mar da renka anezañ ha da c’hreia (ficha) an aoter.

…Setu ar merc’her. Bertele a ya da zresa kement tra n’eo ket renket mat. Diboultrenna a ra ar mogeriou, an aoteriou, ar gador-govez, ar gador-sarmon.

Setu ar yaou vintin. Larda ar c’hleier hag o sparl, ha lakaat eol gant an horolaj, a ra Bertele.

D’ar yaou d’abardaez : n’eo ket deuet ar sant nevez c’hoaz.

D’ar yaou da noz : sant ebet !

D’ar gwener vintin ha d’ar gwener da noz : sant ebet !

« Sant ebet ! » eme an aotrou person, klemmus e vouez evel mouez an anaon.

D’ar sadorn vintin : hirio e teuio hep mar !… Bertele a ro eun taol kempenn diweza d’an traou ! ar c’hantoloriou a zo ker sklaer ma vefent kemeret a-walc’h da velezouriou ; ar chantele a zo lakaet koar fresk outañ, ma tarb d’ar c’hloc’her spura anezañ, c’houi a oar gant petra… Kerc’hat a ra ar palennou, palennou an aoteriou, eus ar presbital.

Eno e klev c’houez ar c’hig ouz ar ber, hag e teu avi d’ezañ. Hag heñ d’ar c’halatrez. Diskenn a ra, eur bec’h gantañ war e chouk. Er gegin, e wel Marc’harid goz, Marc’harid ar presbital.

« Friko a vezo ? Marc’harid. C’houez vat a zo. »

« Ya, ya, Bertele, abalamour d’ar sant nevez. An aotrou person, gouzout a rit, n’eo ket boazet d’ober koantik d’e gof. Met gant ar sarmoner a vezo, hag a zo erru bremaik, e vezo dao ober eun tammig en tu-all. Kustum eo hemañ koulskoude d’ober yun bemdez rik. Evit eur wech, ober eur pred mat n’eo ket pec’hed, neketa ? Eur wech n’eo ket atao