Pajenn:Lallour - Guerziou groet d'an enor ar c'henta greunadier eus ar Françz.pdf/14

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
- 14 -

Da Caraez o deus caçzet
Eun eus e guella soudardet.

   Eus a bep corn eus ar breis,
Da enori ar c'hernevis,
Tud a leiz a so deut ivez,
Da vell e imaich var ar bez.

   Ar bed oll breman a disco
Pe seurt tud a so en hor bro,
Hac ispicial c'hoas ar re
A gar dreist bep tra liberte.

   Fidel ato d'an nation,
Ar c'hlenved an ambition
Enep ar bro na zroi morse
Nac ho speret nac ho c'hleze.

   Dian bep seurt gouarnamant,
Biscoas n'hon deus nemed eur c'hoant ;
D'hor vreudeur rei assistançz,
Ha combatti evit ar Françz.

   Couraich eta va Bretonnet,
C'hui so ar c'henta bopl er bed,
Ervez lezennou hor Doue,
Lezennou tout a c'harante.

   Ar guerziou me a so bet grœt
Gant eur c'hernevis anvezet
August Lallour eus a Quemper,
An eil pautr eus hini oa Mair.

   Daouzec bloas martolod var mour
Pe mœstr-scholaer, pe marc'hadour,
Adare ez oe è Kemper
Ru an Tud-Gentil mœstr-scolaer.

Auguste Lallour.

Instituteur primaire privé.