Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/15

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 13 —

tost da Baol nemet evit klevet istoriou. Ar gwella oa goulskoude gant Laouig mont war an tevenn gant Paol da glask gwriziou gwenod evid ober balaenou nevez. N’oa den par da Baol da ober eur valaen vat ha marc’had mat. War an tevenn eo ec’h en em blije ar paotr. Youc’hal a rae pa groze ar mor; sutal pa gleve ar c’hefeleg o tremen a-zioc’h e benn. Daou dra hepken a rae aon d’ezan pa veze ken tost d’an aod: ar morvaout hag ar moroc’h. Ya, pa veze e-unan ! Met gant Paol aon ebet.

Eun dervez edont o daou o turiat an traez da denna gwriziou. Pa stagas Laouig da gana evel ma rae alies, Paol a lavaras d’ezan :

— « Ma vijes bet tostoc’h d'ar vourc’h, va faotr, e vijes bet kurust. »