Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

mas mantret o welout peger buan ez ae e « dabloiou » gand ar paotr, ha peger buan e teskas lenn ha skriva. Ne c’houie ket e veze graet skol d’ar paotr er gêr gand e noun, hag e lavare d’an holl e vije Laouig eun doktor anezan. Ar veleien d’o zro a gredas en doa Laouig kalz a spered p’her c’hlevjont o tisplega dirazo ar c’hatekiz penn-da-benn ha difazi, d’e eiz vloaz. Bugale ar skol a gasas brud eus a Laouig da bep korn eus ar barrez.

Kement den hag a anaveze mab ar Penker a c’houlenne digantan :

— « Ac’hanta, Laouig, petra vezi ’ta, diwezatoc’h ? »

— « N’ouzon ket », a lavare breman ar paotr.

— « Petra ? » emezo, « daoust ha ne