Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/29

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 27 —

ria Gerzent da c’houlenn digand an Aotrou Doue ar c’hras d’ezi da gaout eur mab beleg.

Doue a glevas erfin mouez ar vamm ha mouez ar bobl.

Eun dervez, — ar merc’her oa, — an aotrou Kure a c’halvas Laouig, da vont d’e gaout d’ar presbital, goude ar skol.

Trumm goude peder eur edo ar paotr dirak dor-vras ar presbital. Krena a rae. Biskoaz n’oa bet en ti-ze ; biskoaz n’en doa komzet ouz eur beleg nemet er gador govez hag er skol gatekiz. An aotrou Kure oa tad kovesour Laouig, hag hep komz da Laouig eus ar velegiaj, en doa lakaet e kalon ar paotr eur garantez virvidik evit Jezus hag e Vamm Zantel ; hep lavarout netra d’ar gerent, an aotrou