Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/33

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —


— « Ne gredan ket, aotrou. Goude an eost ez in d’ar gêr da zikour va zad. »

— « Plijont a ra d’it chom evelse da labourat douar ? »

— « Ya, aotrou. »

— « Ne vije ket gwelloc’h ganez mont c’hoaz d’ar skol ? »

— « N’ouzoun ket ’vat. »

— « Ha ma ’z afes d’ar skolaj ? »

— « Eürus e vijen, aotrou. Met penaos ? »

— Ha ma vijes beleg ? »

— « Va noun, pell zo, a lavar bemdez eur bedenn evit ma vezin beleg. Ha kredi a ran e ra va mamm eun henvelep pedenn. »

— « Gortoz eun tammig », eme an aotrou Kure en eur zevel diwar e gador. « Ne vezin ket pell… Da c’hedal