Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 32 —
ma vezin distro, n’ec’h eus nemet gwelout an taolennou kaer a zo el leor-man. »
⁂
Laouig a droas eun nebeut pajennou eus a Vuhez Jann d’Arc, met e spered a oa pell diouz an taolennou a dremene dirag e zaoulagad ; er gêr eo ez edo; ha mall bras en doa da c’houzout petra vije graet outan.
— « Mat », a lavaras an aotrou Kure distro, « azalek hirio, n’ec’h eus nemet dont aman bemdez da zeski al latin. D’ar skolaj ez i. »
— « Laouen bras e vijen o vont, aotrou Kure. Met petra lavaro va zad ? »
— « Me a yelo warc’hoaz d’ar Penker… Deomp breman da gaout an aotrou Person. »