Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —
— « Va noun, me zo o vont d’ar gêr dioustu. Da veleg ez in, o deus lavaret an aotrou Person hag an aotrou Kure Me a zo o vont da gas ar c’helou-ze d’am zad ha d’am mamm. »
— « Ya, red buan, Laouig ! Da vamm a vo lorc’h enni. »
⁂
Gwir a lavare Mari Gerlagen. Lorc’h a voe e Anna ar Penker pa en em gavas Laouig.
— « Va mamm », eme Laouig, « warc’hoaz, an aotrou Kure a deuio d’ho kaout, pe an aotrou Person ma ne c’hell ket an aotrou Kure. »
— « Ha petra zo a nevez ? »
— « Laouen e vijec’h ma ’z afen da veleg ? »
— « Laouen ? Ne c'houlennfen