Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —
hanig da eja he fenn da lavarout « ya ! »
— « …Aouig !… aouig !… » a gendalc’he ar verc’h.
— « Laouig a zo ivez mignon da Jezu ha tata, ha mamm, hag an holl en ti » eme ar vamm.
O klevet an elig bihan, Yvon hag Anna n’oant ket evit miret da zonjal :
« Gwir vignoned an aotrou Doue a dle beza prest atao da ginnig d’ezan kement a c’hed diganto : o nerz, o madou, o foan, o buhez, o bugale. Pep tra a zo da Zoue, ha Doue a c’hell goulenn diganeomp pep tra »
E-pad koan, en dervez-se, n’oa ket bet kalz a drouz er Penker. Goude « Buhez ar Zent » ha « Grasou », an holl a yeas da gousket. Unan eus ar merc’hed a gontas, diouz ar mintin