Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/60

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —


— « Gwell a-ze, Laouig. Rouesaat a rae ar veleien ganeomp, ha meur a barrez a zo ranket da lezel hep Kure. Aman n’hon eus ket da glemm. Gwir eo, marteze an aotrou Kure a jom ganeomp dre m’en deus an aotrou Person eun tammig oad dija. Kenavo, Laouig, ha dalc’h mat war an hent-se. Keït all zo n’eus bet beleg ebet eus hor parrez ! »