Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —
nevez. Re hir oa e zoudanenn goulskoude, rak aon a zeblante kaout an abad da vale warnezi.
Ar merc’hed ne welent seurt.
⁂
— « Ac’hanta », eme Baol ar Baradoz hag a oa deuet da leina d’ar Penker, « kanet en deus Laouig er c’heur hirio ? »
— « Tanoïk oa e vouez d’an Asperges ha d’ar C’hyrie », eme Soazig. « Marvat e piglamme ar galon er penn-kenta eus an ofis. Goude ez ae gantan evel kustum. »
— « Me garje beza bet ouz ar balustr hirio. »
— « Ho tro a deuio, Paol, ma kendalc’h an Aotrou Doue da rei d’eomp holl buhez ha yec’hed. Deiz an ofe-