Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 61 —
renn-nevez, ma plij gant Doue, ni a starno ar c’harr d’ho kas beteg ar vourc’h. Ne c’helljemp ket ober brasoc’h plijadur da Laouig en dervez-se. »
— « Nag em eus mall, Yvon, da welout va « eskob mat » graet beleg ! Setu aze hag a vezo eur beleg a zever ! — Ha petra lavarin-me breman da va c’hamarad bihan! Kredi a ran e klevo c’hoaz ganen aliesoc’h Laouig eget aotrou. »
— « Me gav d’in, Paol, e tleoc’h komz outan evel tud an ti. Aesoc’h e kavo. Ha gouzout a ra mat oc’h eus, c’houi, respet evid ar zoudanenn. »
An amezeien a gavas dereat staga dioustu da lavaret aotrou da Laouig.
⁂