Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/68

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 66 —

gamps a zouge Laouig… Pedennou ar gerent a voe kalonek pa glevjont ar pemp warnugent beleg nevez o lavaret a-unan gant an aotrou ’n Eskob oferenn an deiz.

E Kemper edo tro ar gerent dosta. Hirio eman tro ar barrez.

Gouel Hanter-Eost a zo ha pardon bras Intron Varia Gerzent. Biskoaz n’oa bet gwelet e Landunvez kement a « driomf ». Etre an iliz parrez bag ar japel oa bet lakaet, a bep tu d’an hent bras, pilierou uhel daou ba daou, eur c’harlantezenn deliou glaz ha bleuniou a bep liou stag outo ha war o beg drapoiou o ficha gand an avel. N’oun ket gouest da lavaret pegen kaer eo kinklet ar japel : goulaouennou ne vank ket da vihana.

Hag an amzer a zo eus ar re gaera.