Pajenn:Lan ar Bunel - Laouig ar Penker.djvu/72

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 72 —

greno pa gano geriou kenta ar Veni Creator. Goudeze, dindan an de, hag hed an hent da vont da Gerzent, ne welo mui den ; ne glevo mui netra. Pedi ne reio ken, ha sonjal eman o vont bremaïg, dre eur gomz hebken, da lakat Mestr an Nenv hag an douar da ziskenn war an aoter.

E-pad an oferenn, ez eus kanaouennou dudius. Ouspenn ar Gloria hag ar Gredo kanet gant ar mor tud a zo deuet d’ar gouel kaer, kloareged ar c’hanton o deus desket mat an holl bedennou a zo da gana en eun ofis dereat. Ar barrizioniz a zo lorc’h enno : biskoaz n’o doa klevet na gwelet kement-all. Paol ar Baradoz a zo war ar renk kenta, tost d’ar balustr, aze-