Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/10

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Autrou Person. — Eh bien, va mignonet, amâ eo e meus c’hoant beza anterret, en eur disqüez ar plaç ; hac ec’h ajoutas : Va mignonet, varc’hoas va c’horf paour a reposo amâ. Ar pez a zigouezas evel en devoa lavaret.

En eur antren en e dy, e pedas e berson (an A. B.), d'en em zisposi da rêi dezàn e oll sacramanchou ; hac ar ceremoni achuet, goude eur gomz benac adresset d’an asistantet, e rentas e ene etre daouarn e Grouer.

Petra a elfemp-ni ajouti a gaeroc’h var sujet eur pastor qer venerabl, eguet ar recit güirion-mâ, pehini a zalc’homp demeus a eun Tregueriat a voa prisonnier e Brô-Sauz, hac a zo bet test patant eus a vad-oberou divuzur autor ar Reflexionou-mâ ? Admiromp e garantez ardant evit e vam-brô. Bepret e lagad troet varzu ar Franç, e tepord gant ardor ar moment eürus e pehini ec’h allo teuler e dreid var an douar prometet.

Credi a reomp e vezo lennet al lêvr-mâ gant interest, dre ma zeo œuvr eur pastor exilet, meurbet capabl da drêti eur seurt sujet.

A. L. M. L.

————

« Talantchou bras en devoa recevet diouz an Eé ;
» Mes lavarat a eller gant pep seurt güirione :
» Biscoas den na veritas mui eguet en deus grêt,
An titr eus a Abostol a vrô ar Vretonet... »
« Conscripsit sermones rectissimos,
ac veritate plenos. »

Y. M. L. G.