Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/112

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 108 —


Eun dra a meus da c’houlen, hac a recommandàn :
Bisitit, me ho suppli, exortit ar re glàn ;
Exercit en o c’hever an offiç a bastor :
Eun amezec vertuzus zo bremâ eun tenzor.

Allas ! pa deu ar c’hlénved eo brassa an danjer
Da vont hep Sacramantchou. Difficil e qever
Eur bêleg mad da ober eur güir gôvession,
Ispicial en amzer ar bersecution.

Me voar ervad en faveur eur paour agonisant,
Gant aoun na zizesperre, an Ilis a gonsant
Ma teuyo d’e absolvi eur bêleg sermantet,
Pa zeo impossubl dezàn caout hini all ebet.

Mes, nemet an absolven, hep nep Sacramant all,
Na ell an den-ze receo digant ar bêleg fall ;
Ha c’hoas divoall da veza pervertisset gantâ,
Na rei sujei da gristen d’en em scandilisa.

Eur Prinç a voe güell gantàn goechall souffr ar maro
Ha cedi e gurunen, eguet na voe receo
Ar gommunion deus daouarn eur bêleg heretiq ;
Graç d’an neb a laqayo e exempl en pratiq.

Evidoc’h-u, pa deuyo clénved d’oc’h afflija,
Sònjit dindan dorn Doue en em humilia,
Ha goulennit digantàn graç ar Sacramantchou,
Mar n’ho pe qet en effet ar boneur d’o receo,

Ar maro hep eur pilot a zo eur goal bassach.
Nac a hini, va Doue ! a ra bremâ naufrach !
Mes, hep caout presomption, m’ho conjur, me ho ped,
Ho Tad a vo ho parner ; na zizesperit qet.