Evelse-ta e trêter mab an Ducqes Anna !
Roue mad, mignon fidel, an den an honesta !
Biscoas e syn na roas da gondaoni den all,
Biscoas var maro hini ne synas qement all.
Trista fin, ô va Roue ! goude destum ar vrô
Evit goulen e avis ha selaou e c’hlêmou !
Gant güir dezir da renta justiç da bep-hini,
N’hoc’h eus evit recompanç nemet eur maro cri !
Deut arauc, tud aheurtet ; avancit, judevien,
Da velet c’hoas eun den just dirac e vourrevien,
Victim deus e vadelez, oc’h ober sacrifiç
Deus e vuez precius. Marvit... Adieu, Louis !!!...
Ne gredàn qet, va broïs, ho pije roet carg
Na mouez d’ho teputeet da laza ho monarq ;
Mes lach oc’h bet d’en difen : an oll, bras ha bian,
Me ho cüelo, bep dale, maleürus oc’h-unan.
Gant differi punissa revolteri tud fall,
Hoc’h eus collet ho puez, ha millionou re-all.
Re a zouçter alies zo goas eguet rigueur,
Hac eun tol autorite a arrêt mil maleur.
Goude eun torfet qer bras, a rest eus ar c’hrimou
A gommeter divorc’het. Mil ha mil a varvo
Dindan ar fals muntrerez : maleur da biou benac
A zo en Franç pinvidic, pe nobl, pe christen mad.
Pourmen a rêr dre’r c’hæriou instrumant ar maro,
Da dibenna’r Francisien. Gar d’an neb a garo.
En hano al liberte, dre oll en o forcer
Pe da vervel er brezel, pe da vervel er guær.
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/19
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —