Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/21

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 17 —


Qent affronti ar maro, servicherien fidel,
Heuillit d’abord gant prudanç lezen an Aviel.
Persecutet en eur plaç, clasqit eur refuch all :
Util ec’h ellit beza marteze en plaç all.

Mes pelec’h e yeot-hu arauc hoc’h adversour ?
Franç n’en deo carguet bremâ nemet a dud traitour.
Goerzet oc’h oll, dre avanç ; me vel trêgont diner
Offret d’ar c’henta Judas a laqai ho qemer.

Clasqit en tu ma qerot eur plaç a savete ;
Allas ! nemet er c’hoajou, etouez al loened goe
N’ho po pelloc’h qen repu ; ne gredfe den ebet
Rêi dêc’h eun nosvez memes eur c’horn deus e oalet.

Ret vo souffr an dienez, an naon hac ar sec’het,
Cousqet ermès alies. Mes en em remettet :
Jesus ne veve ive nemet dre aluzen,
Ha n’en devoa qet memes plaç da repos e benn.

Pebes bue, va Doue ! mes, ne bado qet pell :
Dre oll e voar o fouilla, impossubl eo tec’hel.
Êruout ra bêleyen a gargou d’ar prison ;
Staguet, treinet, insultet, hep nep compassion.

Goelet ho pije neuze pastoret venerabl,
Grizet gant ar binijen, errêt o daouarn sacr,
O renta d’an Aviel enor ha testeni ;
Gant joa int prest da vervel, e zêr d’o ezumi.

Nombr a zo a vourrevien. Calz a yêl d’ar maro,
Nonpas hini hac hini, mes a vandennadou ;
Bete seiz, eiz cant bêleg, en Paris, deiz a ve,
A vassacrer, balamour ma tifennont ar fe.