Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/23

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —


En Franç eo bremâ eur c’hrim instrui ha prezeg,
Na receo nep sacramant deus a zorn eur bêleg :
Eureuji a rér hepqen gant eur municipal,
Evel ma tiseureujer, pa deu eur sorhen all.

Ne gredte den en public lavarat e Bater,
Nac ober sin ar c’hristen, pe en e zenoncer ;
Rac eur güir republican zo eun den possedet,
Coueza ra en e varriou, pa vel traou beniguet.

Drasta ra an ilizou, briza imachou’r zent,
Bete beyou’r re varo, oll e maint var e hent.
Eur c’hloc’h hepqen zo miret evit son an alarm.
O Doue ! rêson o deus : sonet-àn d’an daou lam.

Evit na vo mui memor deus ar bloa nac an de
Ma c’hanas pe ma varvas evidomp Mab Doue,
Eus grêt eur c’halandrier ne all den da entent,
N’en deus na mis, na sêson e hano diaguent.

Ar sul, ar gouël precius, qen ancien hac ar bed,
Gouël consacret ha berzet, memes gant an Drindet,
Zo substituei dezàn, evel d’an oll gouëliou,
Assambleou milliguet, hanvet an decadou.

Ar goulou hon egare en nos deus ar pec’het,
Ourgouill ar speret humen a zo diviniset ;
Templ ar Furnes eternel, an ty a orêson,
A zo, gant tud insanset, dediet d’ar Rêson !

Divar dron e garantez eo lancet Sent ar Zent
Gant dorn an Apostasi ; hac ar c’hlubou qerqent
O deus fixet en ilis o assignation.
O abomination an desolation !...