Nan, ne zeus nemet unan, na ne ouffe beza ;
Ar re a vez en tuont, na vent mad da netra ;
Rac Doue, dre e natur, pa zeo oll buissant,
Qement a rayo unan evel a rae cant.
Daou Doue indepandant a rayo labour fall,
Rac unan a ell dispen ar pez a ray eun all ;
Ha ma na ellont ober mann, hep en em selaou,
Int, en o farticulier, impuissant o daou.
An neb a lavar Doue, a lavar dre eno
An hini zo infinit en perfectionou ;
Or, e guenta privilach eo beza heb e bar :
Ne zeus-ta nemet unan en ên hac en douar.
Eur vez eo dêch, va broïs, exija digane
Prouvi dêc’h eus un Doue, rac ar bed oll, nos-de
A bubli e c’hrandeuriou : an traou insansipla
Sclêroc’h eguet a rin-me a gomz dêc’h anezâ.
Digorit levr an natur ha tollit ho sellou
Var an oll grouadurien : O pebes burzudou !
Pebes gallout infinit en e oberianç !
Pebes art ! pebes furnes ! savanta Providanc !
Impossubl eo niveri ped espeç differant
A nij, a neu, a vale, a remu hac a zant ;
Hep conta millionou, pere zo destinet
Da brodui, da zivoan, heb beza animet.
Piou a ouffe explica penos na pez fêçon
E ve formet ar c’horfou dre generation,
Na penos, ispicial, ec’h erru ar myster,
Ma ve pe mal, pe femel, ar frouez a goncever.
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/29
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —