Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/34

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —


Ret ê bea insanset evit imajina
N’e zeus den nac imprimet, na scrifet ar Vers-mâ ;
Mes eo anê o-unan int coeet var ar paper
Al liou, al lizerennou, ar rim hac ar matier.

Qemerit eur boezellad lizerennou moullet,
Ha sqüillit var plat eur gambr anezo a dol-jet ;
Caer ho pe c’hoari’n dinçou er fêçon-ze gante,
Biqen tri guer rêsonabl ne formfet evelse.

Ret eo gant combinêson placi peb lizeren,
Da represanti gueriou ha goude eur phrasen,
Eur bagen, hac eur chabistr, hac eul levr alafin ;
Mes ne rêr qet qementse hep studi hac injin.

Ar vech qenta ma veler eur montr o labourat,
A verq gant precision an heur, an de, an dat,
Dre introdu eun noade a varch var ar c’hadran,
E sonj dêc’h e deus bue hac e ya e-unan.

Mes pa zit d’e digueri, pa velit ar ressort,
Ar chaden, ar balancier, ar mouvamant accord
Etre rodjou qer mibin, ractal ec’h anzavet :
Emàn zo eur pez achu grêt gant eun den adret.

Mes na ell eta eun ti, eul levr, eur bandulen,
Bea grêt hep artisan ? Piou a ouffe compren
E ve formet ar bed-màn ha qement a veler
Hep artisan, na model, na danvez d’o ober ?

Mes, o supposi memes an danvez var ar plaç,
Ha prest an oll materiou ; ret ê devina c’hoas
Piou en deus o animet, nac o laqet en trein,
Darn da vont varzu ar fond, darn da sevel d’al lein.