Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/43

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 39 —


Mes an ene eveldòn a ell en eun instant
Ha concev ha produi en e ententamant
Mil dra extraordinal. Mar chommont da ober,
Eo n’o deus qet a bouvoar avoalc’h var ar matier.

Allas ! ha treid ha daouarn, hostillou ha danve,
Assambles pe bep eil güech a zo deus e dale ;
Ha nemet dre hir-amzer na ell executi
Mil projet a imagin ha mil zonj a deu dei.

Pes labour eun artisan a ve grêt en e benn,
Ha forjet en e speret arauc en antrepren.
Ma ve an dorn a yae qer pront hac an ene,
Na ell den imagina nac a draou a rae.

Sònjal ha bepret sònjal eo natur an ene ;
Sònjal a ra en difun, ha sònjal dre unvre ;
Or, ar zonj a renc beza eun dra spirituel,
Rac ne goez dindan ini’r sqientchou naturel.

Imaginit eur boultren, eun dra an distera,
Caout a reot gouscoude diou dimansion dezâ :
Eun dindan, eur varc’houre, eur c’hreiz etre’n daou benn ;
Mes biqen ze ne guevot en sònjeson an den.

Ar sonj, na sqüer, na compas na ell e mezuri ;
N’en deo na bras, na bian ; n’e deus na deo, na clei,
Na costez, na paramant, na liou, na vent abed,
Na neb henvelidiguez gant qement zo er bed.

An den n’en deo gouscoude qen assur eus netra
Evel eus e sònjeson, rac e remerq a ra
Evel eur verelaouen a vrill en e ene,
Hep james disparessi nac en nôs, nac en de.