Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/44

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —


Attribui d’ar cervel, d’ar goat, na d’an enpen
Ar faculte da sònjal, ar vertu da gompren,
A zo injust ; rac anfin, perac e privet-hu
An troad, an dorn, an elin eus ar memes vertu ?

Mar leverit eo commun ar vertus-se d’ar c’horf,
Ar c’hoad, ar meïn, an houarn, eur pôd, eur vaz, ur forc’h,
A vo capabl da sònjal, rac corfou int ive,
Ha pa zònjont, a rêson coulz ha c’houi, marteze.

Mes, nan : ne ell qet divoan eus ar gorruption
Eur guenel qer precius evel ar sònjeson.
Ar matier nemet matier ne all da brodui,
Hac ar zònj na goncever matier ebet enni.

Gouir eo, an den a veler egaret e rêson,
Pa erru, siouas deàn, nep alteration
Er fibrou eus e cervel ; rac an ene a cess
E operationou neuze en diaves.

Ar c’horf a zo viciet, ha nonpas an ene.
An horolach a labour hep ma verq an noade.
An ene a guntinu da gaout sònjou bepret ;
Mes, allas ! renta rêson aneze ne ell qet.

An habilla organist, mar dirench e ogrou,
E vo faus ha disacord an ton a c’hoario ;
Pa vez distign ar c’herden, ar violonç zo mud :
En eur guer, hep benfiou ne labour qet an dud.

Mes pa zoc’h qen obstinet da réi deomp da gredi
Eo ar c’horf, hep an ene, capabl da rêsoni,
Grit eta demp eur machin a vo eus ho fêçon,
Ha communiqit deàn talant ar sònjeson.