Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/45

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —


Choasit evit e ober an ingredianchou ;
Diouc’h ar matier subtila, grit deàn ressortchou ;
Organisit aneàn er fêçon ma qerret :
Petra’ zisqot-hu deàn, p’o pezo’n achuet ?

Gout a rayo, marteze, ober reverançou,
Mont ha dont, cana, dansal ha prononç guiriennou,
Evel ar pompinellou eus ar marionet ;
Mes ober deàn sònjal, men tou, na reot qet.

Pa vo capapl da entent ar mathematicou,
An dessin, pe al logiq gant e oll reglennou,
Grit din güelet eur machin qen extraordinal,
Me accordo d’ar matier ar vertus da sònjal.

Ar son hac ar sclêrijen eo an traou ar scavàn,
An nebeuta corporel ; mes pa o c’homparàn
Gant ar sònj hac an ene, int grossier en effet,
An ear livet gant an eol, pe an ear ajitet.

Art an electricite, vertus ar men emant,
Liou ar ros, c’hoes ar parfum, eclat an diamant,
Charmou an eol o sevel, pourpr ar ganeveden
A zo cras ha vileni etal eur zònj hepqen.

An traou caera er bed-mâ n’o deus talvoudeguez,
Na pris, na realite calz anezo memes,
Nemet a broportion ma zint consideret
Gant fantasi an ene ha sònjou ar speret.

Pa zeo qer pur, qer parfet, qer simpl ar sònjeson,
An ene e orijin, gant muioc’h a rêson,
A zo caeroc’h e guened, ha ze abalamour
An artisan zo noploc’h c’hoas eguet e labour.