Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/47

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 43 —


Goude rêsonniou qer sclêr, an neb a lavarfe
Eo deus eur memes substanç ar c’horf hac an ene,
A zo eun den vicius hac etourdi e benn,
Evit gallout diremors, beva evel al loen.

Ar bayanet o-unan a immortalisas
En o guis an eneou, hac a imaginas
E ranqent deus an eil corf tremen en eguile,
Da vea purifiet qent mont d’an Elisee.

Instruet gant ar rêson, an oll dud ancien
O deus credet e c’haje, goude maro an den,
En eur vrô all e ene, evit receo eno
Chatimant pe recompanç, hervez e meritou.

Er fond, an dud vertuzus a veler alies
O souffr a hed o amzer miser ha dienes ;
Hac ar re detestapla o caout prosperite,
Chanç, boneur hac enoriou etro pad o bue.

Ne aller concilia daou dizurs qer contrel
Gant madelez eun Doue hac e justiç santel,
Nemet ni a supposse e zeus eur vuez all
Evurus d’an dud honest, maleurus d’an dud fall.

Dre eun desir naturel pep-hini a reqet
Ma vo grêt e veuleudi c’hoas goude e zeced ;
Rac rêi a ra da gredi dezàn e santimant
Evit beza decedet, n’en deo nemet absant.

Na Doue, nac an natur ne ra netra en vên ;
Pa o deus eta gravet an dezir-se en den,
Eo evit rêi da entent an ene na dle qet
Perissa gant ar c’horfou, mes subsista bepret.