Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/53

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 49 —


Paourente, collou, clénved a deu d’en eprouvi ;
Ar bed hac e vaximou a zo eus en tenti ;
Hac ar pez a ro deàn c’hoas muioc’h a labour,
Eo dompti e voal banchant, e vrassa adversour.

An den a zo er bed-mâ eur roue didronet ;
Grêt voa evit commandi d’e siou direglet ;
Mes revoltet eo outàn ar sujedou fall-mâ,
Ha bremâ, e lec’h gouarn, e renq oboissa.

Ar rêson c’hoas avichou a bretant eo mestrez ;
Mes deziriou ar galon a c’holo dei e mouez,
Hac a refus e zelaou qen na vont contantet.
Ar gonçianç a reproch ; mes an drouc a ve grêt.

Ha possubl ve e vije an den qen variant,
Qen diantel, qen follec en e gommançamant !
Salocras ! rac ar C’hrouer a ras peb tra parfet :
E oll œuvrou zo dissi, hac an den n’en deo qet.

An den zo dijeneret eta eur c’houlz benac,
Ha ne voar qet e-unan na penos, na perac.
Piou a revelo demp-ni a betore sourcen
Eo deut ar c’henta dizurs eus an natur humen ?

Al loened mud a velàn, hac ar bed en antièr,
Oc’h ober incessammant bolonte o C’hrouer :
An den hepqen antettet en e revolteres,
Na zelaou den, na Doue, na conscianç memes.

Piou a reconcilio an den gant e Zoue ?
Na piou a remedio da glénvet e ene ?
Allas ! doun eo ar gouli, an drouc a deu a bell ;
Me meus aoun bras e bec’het a zo orijinel.