O sapianç eternel ! disqennit diouz an eê :
Laqit c’hoas ho crouadur var hent ar virione ;
Sicourit-àn hoc’h-unan da bresanti enfin
Eun homach pur ha parfet d’ho Majeste divin !
Considerit gant true frenesi e rêson,
Tevalijen e speret, gouliou e galon,
D’en tenna eus an neant, pa zoc’h bet e Grouer,
D’en tenna diouc’h ar pec’het, bezit c’hoas e Salver.
Ar beden-ze, va broïs, a zo bet exaucet ;
Eus e dron celestiel, Mab Doue disqennet,
En deus prenet an ene dre e varo er groas,
Hac instruet ar rêson dre al lezen a c’hraç.
Al lezen-màn, c’hoas eur vech, eo lezen an natur,
D’abord gravet en calon ar c’henta crouadur ;
Eun eil güech gant Moyses e voa bet publiet,
Eun deirvet gant Jesus-Christ eo bet sanctionet.
Da dribunal ho rêson en ho calvàn bremâ ;
Consultet-hi, mar qeret, evit gout var betra
Eo fontet ar virionez eus ar Religion,
Nonpas evit penetri ar revelation.
Just eo dêc’h examina, rac ne bretantàn qet
Gounit hoch assantamant, qen em bo disqüelet
Ha grêt d’ho rêson memes santout qement preuven
A dle rêi dêc’h da gredi lezên ar gristenien.
An implich eus ar rêson emuiqen a gonsist
Da c’hout hac én zo Doue hor Zalver Jesus-Christ ;
Hac én a ras d’er prouvi qellies a vurzud,
Anfin, hac én a lezas eul lezen gant an dud.
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/54
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —