Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/56

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —


Mes ar feiz, emedoc’h-hu, a bropos da gredin
Mysteriou inconcevabl ha me ne fell qet din
Contraria va rêson, nac ajouti creden
Da draou a zo d’am speret impossubl da gompren.

Coulz e ve dêc’h lavaret na gredit netra tout
Eus a guement a velit ; rac ne allit qet gout
Penos ec’h ell al lagad goelet ar pez a vel ;
Ennes a zo evidoc’h eur myster naturel.

Mil dra zo var an douar a draou commun avoalc’h,
Na ellit qet da goncev : chom a ra ho tilac’h
Da c’hout penos eo crouet ha formet pep-hini :
An natur e deus miret ar secret eviti.

Var rapport ho taoulagad o c’hredit gouscoude ;
Perac eta disfiout eus rapport eun Doue ?
Ho taoulagad zo tromplus, mes Doue nen deo qet ;
Na ell na bea tromplet, na trompla den ebet.

Speret ar Zent assambles, ha speret an Æle
Birviqen na gomprenint qement a voar Doue.
Penos eta ec’h elfe eun den var au douar
Dizolo e vysteriou, na sondi e bouvoar ?

Ouspen-ze : ar mysteriou a ro dêc’h da gredi,
Mar dint calz dreist ar rêson, n’en dint qet control dei.
Pa na vel qet ar rêson sclêramant e vent fos,
Var gomz Doue humblamant e tle en em repos.

Eur buguel prest da c’henel, ha c’hoas en côf e vam,
Ma elfen conta deàn eus eur vrô nevez-flam
Ha carguet a varvaillou grêt d’en receo amàn,
Ennes a ve, m’en assur, eur myster evitàn.