De-memes an Aviel, seul-vui eo ancien,
Seul-vui e verit ive creanç ar gristenien ;
Seul-hirroc’h ma zeo padet ha ma pad e zoctrin,
Ha seul-patantoch ive e veler eo divin.
Ne zeus articl er Gredo n’en deo bet contestet
An eil goude eguile gant an heretiqet ;
Mes gant o antetamant int tremenet pell zo :
An Aviel zo chommet hac ar memes Credo.
Peb neventi zo eur c’hrim en doctrin an Ilis ;
A bep amzer e veler chasseal deus e c’hreiz
Piou benac en e c’hreden a alteras netra,
Pas eur guer, eur syllaben, memes eun iota.
Maleur, eme’n Abostol, mallos d’an den impi
A brezeg eun Aviel differant d’an hini
A meus-me prezeguet dêc’h ; ho preveni a ràn,
Ha pa ve eun æl memes, na gredit qet deàn.
Mes perac, a replico amàn tud insolant,
Ne deu qet Doue bremàn e-unan da barlant
Eus peb-hini ac’hanomp, evel ma ras goechal ?
Rac ne zeus den oblijet da gredi eun den all.
Evit respont en daou c’her : Goulennomp digante
Hac én a gontrevener da urzou eur Roue
Pa na zeu qet beveach en e bersonach propr
Da gomz en particulier eus peb-hini e bobl ?
Eur rum tud a zo hirie, ha varc’hoas eur rum all ;
Mar car peb rum pretexti eun digare qen fall,
Ar prinç eta a renco bea bemde en hent
O colporti e urzou hep repos eur moment ?
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/58
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —