Emâ just eo an alc’hoez a zigor hac a zer
Intellijanç ar Scritur : hep emàn ne veler
En traou zo profetiset na suit, na sclêrijen ;
En deffot anzav emàn eo dall ar judevien.
Anfin, an ton, al langach, ar maximou, ar stil
Eus al levriou revelet, a ra guelet facil
En deus ar memes Speret dictet an diou lezen,
Hac eo an eil necesser da explica eben.
Confrontit an Aviel gant ar brofession,
Oll sacrifiçou Aaron gant ar gouir Mysteriou,
An Testamant ancien gant an hini Neve :
Impossubl eo dêc’h doueti na vent ouvrach Doue.
Daou vil bloas qent ma c’hanas Mab Doue, hon Zalver,
Ar Brofetet a verqe en termeniou qer sclêr
E vuez hac e varo, e c’hloar, e bassion,
Ma zeo ret e parlantjent dre inspiration.
A bell lezen Moyses, a dost lezen ar c’hras,
A annonç en peb pajen ar memes Messias :
Ounnes dre figurennou a roe demp avis
Ec’h arruje, hac oumàn e disqüel gant ar bis.
Mes fin zo d’al lezen gôs : ne ve qet davantach
Dirac ar realite ezom eus e imach.
Mudal a ra an ecleo, pa ve tostêt ar vouez,
Pa deu an eol da bara, ar squeud a dispares.
An donidiguez divin eus ar Verb eternel
E deus evit testeni miraclou qen reel,
En qer bras nombr, qen anasd, ma forçont ar rêson
Hac an natur estonet da anzav int güirion.
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/66
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —