Ar miraclou-màn ive ne voent qet operet
Diou pe deir güech hep muiqen en coach hac en secret,
Mes bemdez publicamant, hac en presanç ar re
A garje o c’hontesti, ma vije possubl dê.
Er guær a Jerusalem, ha partout tro var dro,
Hor Zalver, hed e vuez, a eure burzudou ;
Hac e Zisqibien goude, armet eus e bouvoar,
Ne rejont qet nebeutoc’h dre oll var an douar.
Millionou merzerien, eus peb brô, eus peb oad,
Ha tud ar re savanta o deus scuillet o goad
Qent renonç da Jesus-Christ ; rac qer sclêr hac an de
En e bersonach santel e velent un Doue.
An den, gant e oll rêson, ne voar qet da betra
Attribui ar vizer a andur er bed-mâ,
Na gout pelec’h e zayo, nac a belec’h eo deut :
Allas ! deus ar virionez ne vel nemet ar sqeud.
Mes Doctrin Salver ar bed a expliq d’ar rêson
Hor maleur orijinel, ar pris eus hon rançon,
Excellanç hon eneou, planeden hor c’horfou
Natur an Divinite hac hon oll deveriou.
Commandi a ra peb mad, difen a ra peb droug ;
Ar recompanç a bropos, ar bunition a zoug ;
O diou e zint eternel : peb tra a vo poezet,
Eul lom dour roet d’ar paour, eur gomz vên proferet.
Eun disqibl da Vab Doue a dle douguen e Groas,
Renonç deàn e-unan, carout an neb en cas,
Renta’r mad evit an droug, rêi memes e vue
Evit hini e nessa, pa vo necesser ze.
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/67
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 63 —