Biscoas orgouiil ar speret, na panchant ar galon
N’o deus ellet invanti eur seurt Religion.
An den, goude ar pec’het, a zo re gizidic
Evit, anes graç Doue, el laqat en pratic.
Deus an eil penn d’eguile, pa velàn-ta ar bed
Soumettet d’an Aviel, chenchet, convertisset
Gant daouzec den, nonobstant ar c’hiq hac an natur,
E velàn dorn ar C’hrouer o rën er c’hrouadur.
Da ober an tol caer-mâ, n’o deus an Ebestel,
Nac armeou, nac arc’hant, na talant naturel.
Mar senter diouz o chomzou, anzavomp ar burzud :
Un Doue, dre o guinou, a gomze diouc’h an dud.
Ne voe promettet dezo, n’o deus recevet qen
Nemet trubuill ha croasiou eus an eil brô d’eben ;
Mes, en despit d’an ifern, d’ar bed ha d’e valiç,
Dre o goad hac o doctrin e fontont an Ilis.
An Aviel zo clêvet hac en Nord hac er Sud,
An idolou discaret, an oraclou zo mud ;
Rom anfin a zo christen, hac e impalaer
A vel trec’h d’e armeou daouzec pesqetaer.
Pa gomzont, int comprenet en qement langach zo ;
Pa gueront, int ententet memes gant ar maro.
Ar sqeud anê, o tremen, a rent yac’h ar re glàn,
Ha betec an ærouant dezo a renq doujàn.
Gouscoude e protestont d’an oll a vouez huel
Int o-unan pec’herien, tud paour ha tud mortel.
Dre c’hraç Doue, emezo, hac en hano Jesus,
Nonpas dreizomp hon-unan, e zomp qer galloudus.
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/68
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —