En porchet Templ Salomon me vel Pêr arretet
Gant eur paour : biscoas camed na pas n’en devoa grêt.
« Ne meus nac aour, nac archant, eme Pêr da rêi dit ;
« Mes sao, en hano Jesus, divac’haign var da dreit. »
An oeuvrou miraculus hac extraordinal
A rê Paul ha Barnabas, a roas da sònjal
D’an dud e voant daou Doue. Dija e proposer
Offr dezo eur sacrifiç ha sevel eun auter.
Petra’ rit-hu, emezo, tud foll ha diavis,
Renta d’ar grouadurien enor ar sacrifiç !
Da brezeg ar gouir Doue omp deut en ho presanç ;
Crouet, prened oc’h gantàn ; roit deàn hoc’h ezanç.
Dre ar memes burzudou, o deus, o disqibien,
Perpetuet an Ilis, astennet e domen,
Miret e Sacramantchou, ha gant fidelite
Conservet bete vremàn an depot eus ar Fe.
Nan, nan ; ne ell qet Doue na presta e hano,
Na cedi e buissanç da laqat hon deceo
Dre dud qen religius, dre viraclou qer sclêr,
Dre eun doctrin qer parfet, nac epad qeit amzer.
Petra oc’h eus-hu bremâ da replica d’ho tro ?
En em glêm a reet-hu eus fin d’ar miraclou ?
Ha pa na velit pelloc’h hini grêt gant Doue,
E zoc’h tentet da goeza en incredulite !
Ah ! petra leverit-hu ? ne ra miracl abet !...
Piou e’n den var an douar n’en deo en em gavet
Coulz pe goulz eus e vuez en risq da berissa,
Anes eun espeç miracl zo deut d’en delivra ?
Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/69
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 65 —