Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/77

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —


Evel pa ve mez anzav ar Mestr a servichet,
Oc’h oblijet da zouguen en coach hac en secret
Corf precius un Doue, hep na croas, na letern,
Pa ho pe, dre sacrilach, lavaret an ofern.

Demp-ni e ve d’en em glêm ; mes dêc’h-hu, salocras,
C’houi dle tremen dre eno, pa oc’h eus grêt ar choas
Hac al le da accepti, hep reservation,
An oll decrejou impi eus ar Gonvantion.

O Jesus, oll adorabl, mar deud da renia
Dirac ho Tad eternel piou benac er bed-mâ
A rusio en o servich, petore trêtamant
D’ar bêleg a renonç dêc’h memes dre eur sermant !

Ne dlefen qet mont hirroc’h da brouvi grevustet
Eul le qen abominabl ; gouscoude, mar qeret,
Me a offr da exposi sclêroc’h ar guestion
Dre boez an autorite hac an discussion.

En eun affer important, maxim an oll dud fur
Eo qemeret ar barti a zo muia assur,
Ar barti lejitima, an hini adoptet
Muia generalamant en scol an doctoret.

Ma vijac’h en em reglet gant ar memes prudanç,
Ho poa güelet ar sermant refuset crenn en Franç
Gant cant Escop ha trêgont, gant ar muia moueziou,
Hac an niver habilla eus bêleyen ho pro.

D’an nebeuta e tleyec’h consulti levriou mad,
Goulen avis tud savant, heuill exempl ho Prelat,
Sònjal ho poa promettet en ordination
Peb fidelite deàn, ha pep soumission.