Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/78

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 74 —


Ne zeus nemet un Doue, ur Feiz hac un Ilis ;
Mes facil eo dêc’h entent ma elfe tud Paris
E reformi bep daou vloas dre actou fantastiq,
E ve güelet, hep dale, un Ilis bep distriq.

Cesar en deus e zomen, an Ilis e hini ;
Droet an eil var eguile na dle qet usurpi.
Ar stol a zo d’an Ilis, da Cesar ar c’hleze ;
Emàn a rën ar c’horfou, hac eben an ene.

Salver ar bed a roas hepqen d’an Ebestel
Ar presidanç en Ilis, an dalc’h spirituel,
Ha da Bêr an alc’hoeziou, ar garg hac ar sourci
Da c’houarn ar bastoret evel er bergeri.

Ne allit qet ignori emâ’r memes pouvoar
Gant e oll successoret bepret var an douar ;
An Esqibien zo bremâ en plaç an Ebestel,
Hac ar Pab e plaç sant Pêr, viqel universel.

Ar Pab eo eus an Ilis ar men fondamantal.
Inutil eo dêc’h essa batissa var eun all.
An Ilis eo’r güinien, ar Pab eo ar souchen ;
Ar branq distag ac’hane ne ra mui pourseven.

Ar Pab hac ar Preladet a form an Tribunal
Infayabl eus an Ilis. Ar poliç general
O deus eus ar gristenies ; dezo e referer,
Pa ve abus da lemel, ha reform da ober.

En hent ar zilvidiguez, hep risq d’en em drompla,
Dre ar rout o de’o merqet an oll a dle marcha ;
Rac dezo eo promettet, pa gomzont a ur vouez,
Ar Speret a virionez, a nerz hac a furnez.