Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/85

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 81 —


E sanctual ho calon me o clêv o c’houlen
Beza etouez ho preudeur choazet da anathem
Gant ar memes charite evel goechal Sant Pol,
Bete n’en dayo hini deus ho tênved da goll.

Avichou gant Moyses, divar crec’h ar mene,
Hac ho taouarn goureet e suppliit an Eê
Da ranversi Amalec, a fell deàn oppos
Ne antrefe Israël en douar e dud côs.

Mes, pa bignit d’an auter, e cresq ho carante :
Eno, calon ouz calon, e comzit ouz Doue,
Hac evit crimou ar bobl, o reqet divea
Eo dont ive gant Jesus d’en em sacrifia.

Courach eta, Pastoret, evel deiz an diluch ;
Conservet en arc’h Noë, oc’h eus cavet refuch
En Brô-Sauz, elec’h biscoas na gredjec’h diaguent,
En Brô-Sauz, a vo diou vech hanvet Enez ar Zent.

O Sauzon ! tud jenerus ! Samaritanet mad !
Grêt vo eus ho charite eur memor enorab,
Hac eur chabistr en histor. Graç dêc’h da gaout ouspen
Ar güir Feiz da recompanç evit hoc’h aluzen.

O Roue ! dign da c’houarn eur bobl compatissant ;
Georch, mar bez anterinet hor pedennou fervant,
Pinvidiguez an douar ha faveuriou an Eê
A vo saler da vertuz ha partach da ligne.

Partiit, va Ebestel, eme Salver ar bed ;
Annoncit va Aviel, ha n’en em nec’hit qet
Evit hoc’h antretien ; me a laqai pourve
Pep tra d’an neb a glasqo Rouantelez an Eê.