Pajenn:Lay - Reflexionou christen var revolution Franç.djvu/96

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 92 —


Ar c’hommerç, an industri, an navigation,
A rê d’an archant roulla en peb condition.
An oll o devoa labour ha bara da zebri,
Assuranç eus o moyen, ha repos en o zi.

Mes boneur ar Francisien, o freciussa graç,
Ar Feiz Catholiq Romen a voa bet a viscoas
Seul Religion o c’hontre. O deiziou a vertu !
Amzer a zoujanç Doue ! peur e tistroot-hu !

Allas ! biqen marteze. E màn en abandon
An ilisou dirapar. An exil, ar prison
A ra d’ar güir Bastoret bemdez disparissa,
Hac adieu d’ar gristenies aben deg vloas amâ.

Sovach memes e vezor, rac ne zeus espernet
Na scolach d’ar yaouanqis, na coùent d’ar merc’het.
D’ar re-màn ec’h inspirer art ar gorruption,
Hac er re-ze e c’hoezer tan ar rebellion.

Dre ar Reqisition, ar grennardet hirrie,
Casset d’ar scol ar muntrou hac an impiete,
N’o d’eo na stat, na micher, na qen condition
Nemet beza hugunod, libertin ha fripon.

O cruella planeden evidoc’h, bugale !
Pebes domach d’ar perc’hen ! d’an oll pebes qerse !
En dianvès ar brezel, persecutet er guêr,
A bep tu displijadur ha lec’h a zizesper.

E màn ganêc’h, va broïs, ar c’har arauc an denn,
Ar masq var o taoulagad, an treid o rên ar penn,
Ar vatimant hep pilot, hac ar bed ranverset ;
Biqen gant ho Republiq evurus na vezet.