Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 95 —
SEIZVET GUIRIONE
————
ENOR D’AR GÜIR DOUE.
————
Propitius sit nobis Deus : non est nobis utile relinquere legem et justitias Dei... ut eamus alterâ viâ. 1. Mach. 2.
————
Ordinal ar Francisien a voa bet reputet
Da gaout eur speret volach ; mes biqen ne gredjet
E vijent qen dirêson da choas evit mestrou
Qen alies a vandrin da revina o bro.
O Doue ! pez dallentez eo hini ar gommun !
Pe a goulz eus e unvre er güelin-me difun ?
Mont a rêr, a greiz olla, ha gratis d’ar gombat,
Hep gout dre urz pehini, evit piou, na perac.
En despit d’o zantimant e tougont an armou
Ha gouscoude, gant eur guir, o c’hasser d’ar maro
Evel ar griminalet, mouchet o daoulagad,
Pe evel tud counnaret, n’o deus mui a sans vad.